Anaez naouus dre c'hrezvarroù, anezho blivadoù trumm, diaser ha kreñv eus un niver bras a neuron en empenn, an diskargoù droukfell ; ent klinikel ez erzerc'h ar grezvarroù e rezh barradoù droukfell, dezho furmoù liesseurt e-keñver o astenn pe o natur : barradoù hollek pe darnek, barradoù loc'hadel pe dianennoù ; diziouerus d'an deznaouiñ eo an imbourc'hioù amglinikel, peurgetket an empennvarrwezañ a laka a-wel war un darn vras pe vrasoc'h eus ar c'hlopenn kemaladoù gwagennoù trumm o deroù hag o dibenn, kempredat d'ar barradoù (kemplezhioù pikbaot, h.a.) (sl. absence, crise 2, décharge épileptique, électroencéphalogramme, électroencéphalographie, pointe-onde : complexe ∼ ).