Preder

Geriadur ar vezekniezh

épidermeepidermisezkroc'hen g., epiderm g.

Parzh gorre ar c'hroc'hen, dispartiet diouzh an derm dre an diazkennenn, anezhañ un epitelienn valpigiel haenek keratinaet, ennañ div lodenn : a) ur gwelead don (gwelead Malpighi, haen gellidek pe haen diaz), ouzh e ober un diazez kelligoù oc'h emrannañ paot hag o tisvountañ an haen spernek (stratum spinosum), anezhi kelligoù pikek, hag ur gwiskad kelligoù war zic'henezhañ, an haen c'hreunek (stratum granulosum), b) ur gwelead gorre, ar gornhaen (stratum corneum), graet gant an haen c'hlein (stratum lucidum) hag un haen c'hourc'hennus (stratum disjunctum) (sl.  basocellulaire, chorion, hypoderme, spinocellulaire).

Kent War-lerc'h