Furm baotañ eus an envedioù rakkozhiadel naouus a) ent neuziadurel dre isteñv pluskenn an empenn er parzhioù kitern-ividig-kilpenn, anafoù ar pennmarc'hig ha bolc'hadur ar c'hambroù ; b) ent wiadurel dre blakennoù kozhiadel ha dre zic'henezhadur an nervwianoù ; c) ent klinikel dre un envedi vloc'hel gant disleberadur ar c'hounerezh, ezaouiñ amzerel-egorel, ankomz, andigon, andenaoud, ustant ampikernennek ha barradoù droukfell ; dedreiñ a ra d'ar fallezh ha d'ar marv dindan un nebeut bloavezhioù.