Kleñved familhel ar vouzellenn voan, naouus ent neuziadurel dre usvoll ar gwazhied limf endan-c'hlaourgenn hag endan-levrgenn, ent klinikel dre c'houliñvoù, a-wechoù dre an darc'hoal hag al laurioù kof ; da heul adaverezh ar protid dre ar ganol vezhur e leia feur ar proteinoù gwad, dreist holl feur an albuminoù, an immunoglobulin G hag an transferrin ; e par ar goulakaat emañ arbennelezh ar c'hleñved : kevarguziñ a reer ar vezañs eus anafoù en epitelienn ar pervez, un orin en anaezioù kalon, avu, lounezh, h.a.