Klañvadur henek ar c'holon naouus dre an triad azonoù : ezvountad sklerennoù pe brizhlienennoù (drailhoù glaourgenn pervez), goustivadur padek ha laurioù kof, alies ivez anadennoù pistriadur, dezhañ arbennoù liesseurt : naoued talmerennoù ar gandedenn, poreadoù diwar Clostridium difficile pergen.
NOTENN : Forc'hellek eo arver ar gedrann enter(o)- er yezh etrevroadel pa verk a-wechoù ar pervez en e bezh hag a-wechoù ar vouzellenn voan hepken.