Preder

Geriadur ar vezekniezh

engagement cérébral, hernie cérébralecerebral herniationempennankad g.

Disvount darnoù 'zo eus an empenn dre igorennoù enklopennel ar bilhonenn dev, anezhañ rouestlad treloc'hel a 'n uswask enklopennel diwar arbennoù lec'hel (gwadliñv, yoc'henn o kreskiñ buan, gwatoñv is-tev daraezel) ; hervez an igorenn, e tiforc'her 1) an ankad dindan falc'h an empenn pe ankad is-falc'h (Gl.  engagement sous la faux, Sz.  subfalcial herniation), stadet alies e tro gouliñv an empenn, oc'h angorzhañ parzh araok an hanterennoù empenn, hep grevusted, 2) an ankad ividig (Gl.  engagement temporal, Sz.  temporal herniation) ma 'z a lodenn draoñ an dolbezenn ividig, linket dre igorenn telt an ilpenn, da amwaskañ kef an empenn, o tevoudañ koma, mabusvoll e tu an anaf, reuter ec'hempennded, ustead kalon, elanal, daskomprad analadel hag alies ar marv diwar gwadliñv e 'r c'hef empenn, 3) an ankad ilpenn pe ankad an huegoù (Gl.  engagement cérébelleux pe amygdalien, Sz.  tonsillar herniation), ken grevus all : emsilañ a ra huegoù an ilpenn dre an toull bras o stankañ ode ar pevare kambr hag o strizhañ an hirvel.

Kent War-lerc'h