1 Ensteudañ ent trebadek un dafarenn metal pe mezell e-barzh ar bevedeg en erlec'h ouzh un askorn, ur c'henvell, ur wazhienn, un dalmerenn pe un trapig kalon. 2 Ar pezh ensteudet e unan ; enosodoù 'zo a ensezer dre gateteriñ e diabarzh kanolioù (talmerennoù, forzhioù koazhadel, analadel, troazhadel) e sell da gemmirout o c'havnez. 3 Sz.Gl.Br. stent a reer eus an enosodoù gwazhiedel, ar re a ensteuder en talmerennoù kuruner pergen ; ar stent gwisket (Gl. endoprothèse couverte, Sz. stent-graft), ouzh e ober un atel metal goloet gant un danvez arbennik, ar wiadenn osodel, a arverer da brederiañ an darvolloù talmerel ; ar stent lindret pe stent gwezhus (Gl. endoprothèse active, Sz. active stent, drug-eluting stent) zo anezhañ un enosod kurunerel gwisket gant un danvezenn liael war zilaoskiñ gorrek (sl. angioplastie, stent, stentless).