Kleñved o teraouiñ trumm dre ur resmiad a neuz poreel gant koabrennegezh, barradoù droukfell hag un teskad azonoù oc'h erzerc'haat anafoù diseurt sezet e meur a lec'h war an nervahel : empenn, krennempenn, hirvel, nervennoù a-glopenn, mel ; naoued grevus a hañval emplegañ dizurzhioù hangaeel a-geñver gant un argerzh dreistkizidigezh daleet ma erwezh al limfokit T ouzh ar mielin ; delanket e vez gant un anaez viruzel (ruzell, ruzig, brec'h nij, senkl, jotorell, mononukleoz poreel), ur vaksinadenn, ur c'hleñved allergek ha kemeradur liaoù 'zo.