Preder

Geriadur ar vezekniezh

encéphalite de Saint-LouisSt-Louis encephalitisempennfo SaintLouis

Empennfo broreuziat ha darreuziat e koskorvaez ar Misisipi, e Reter hag e Krenngornog ar Stadoù Unanet, kiriek dezhañ un arboviruz a stroll B (renket bremañ er Flaviviruzoù) treuzkaset gant ur moustik, an evned o vezañ mirva ar viruz ; deraouiñ a ra dre an derzhienn, laur ar c'higennoù ; goude un didorr berrbad ez adkrog feuls an derzhienn kevret gant klopennadoù taer, morgud, kefroù, dargrezadoù, krenerezh ; a-wechoù marvus, peurliesañ e tedro gorrek d'ar pare hep arlenadoù.

Kent War-lerc'h