Enfroù o tizhout meur a lec'h war un dro er bevedeg, rouestlad diwar an torroù, torr an askorn morzhed gant al liesdaraezidi pergen ; an enfraouenn, anezhi ent klasel takennoùigoù behin o tont eus ar mel eskern hag o treuziñ korrwazhied ar skevent, a zisoc'hfe hervez aozerion 'zo diwar gengludadur in situ kilomikron ar gwad da heul digempouez daraezel ar gwastadennoù fizikel-kimiek ; hervez sez an anafoù, e stader meur a daolenn glinikel, evel ar skorted analadel lemm, skorted an amred bras : purpura, darvoudoù nervel (ledseizi, koma), lagadel (naouezennoù ar blein adreñv, gwadliñvoù), lounezhel (troazhlipidegezh).