Darvoud grevus dibaot o c'hoarvezout e-kerz ur gwilioud rouestladek diwar an tremen e-barzh amred gwad ar vamm a liñvenn amnionel dechalet ganti bruzun mekoniom ha keratin a ya da steviañ talmerennigoù ar skevent ; goude un nebeut ragazonoù (diaez hollek, enkrez, kefroù, kridiennoù, simuc'h) e tarvez trumm ur c'hoempad gant dulaz, trec'hwezh hag arsav a 'r galon marvus ; a-wechoù e vez hiroc'h an dedro, o vont d'un daolenn a galon skeventien lemm, gwadliñvoù dre gaoulediñ engwazhiedel strewek ha skorted lounezh lemm.