Studi ar redoù tredan ec'hodet gant ar bevedeg ; an dredanvevedouriezh vonel a bled gant an tredanvarroù paouez ha gwered er c'helligoù nervel ha kaherel ; an dredanvevedouriezh klinikel a ra war-dro an tredanvarroù en organoù : empennvarrwezañ, luc'hsaevarrwezañ, kalonvarrwezañ ; merkomp neoazh, ne zesell tredanvevedouriezh ar galon nemet an tredanvarroù lerc'hwezet dre elektrodoù loet war c'horre pe e kavennoù an organ.