Preder

Geriadur ar vezekniezh

eidétismeeidetismdianrizhañ

Anadenn skiantennel, anezhi spurmantiñ war ul lijorenn unvan un ergorenn bet merzhet diagent ; anadiñ a ra ar skeudenn dianrizhet pe diouzhtu pe eurvezhioù ha sizhunvezhioù zoken goude merzhadur an ergorenn, ha diforc'h eo e se diouzh an dianlouc'h ; dec'havaelet e vez hervez savelennoù an Optik (diarsell, muiaat dindan ur werenn greskiñ) ; ganti e c'hoarvez daskemmadurioù hervez stad kantaezel ar gouzrec'h ; emouez e chom hemañ koulskoude ouzh natur skiantennel an anadenn, nad eo ket un trezerc'hañ enta ; gant ar vugale dreist holl e c'hoarvez an dianrizhañ, desellet evel reol neuze ; gant an oadourion avat e c'hell an dianrizhañ amparañ ur bazenn ardreuziñ etrezek ur psikoz trezerc'hek.

Kent War-lerc'h