Preder

Geriadur ar vezekniezh

égocentrismeegocentrism, self-centeredness1 emgreizadezh b. 2 emgantadezh b. 3 emzaveadezh b.

1 Tuadur da zezevout pep tra evel kreizet war an unan, pleg neuzid sellet evel arouez diazveted, o vont a-wechoù avat betek an ambren evel ma c'hoarvez er paranoia pe er veurvreadezh (ambren emgantadel, Gl.  délire égocentrique). 2 Tuadur bred ar vugale, deskrivet evel reol gant Piaget, da gantañ o dezevout enno o unan hep klask kehentiñ gant dezevout an dud all. 3 Tuadur ar grennarded da varn pep tra a-zave dezho o unan, sellet gant Debesse evel emdroadur an tuadur reol deskrivet gant Piaget.

Kent War-lerc'h