Ekzema ar vagadell o teraouiñ e tro an trede miz, naouezennek, trouskennek ha debronek kenan sezet en divjod, o tedreiñ a-frapadoù hag e troioù 'zo oc'h emastenn d'ar c'hef ha d'an izili, o pareañ peurliesañ a-raok an eil bloavezh ; padout a ra a-wechoù betek an oad gour ha mont neuze e rezh plakadoù likenaet debronek livegat a c'hell poreañ, a bep eil gant barradoù astma, fronfo ha kevresaefo allergek, kernad pe linadell — erzerc'hadoù holl a voder dindan an anvad atopiezh (sl. atopie).