Preder

Geriadur ar vezekniezh

eczémaeczemaekzema g.

Anaez kroc'hen naouus ent klinikel dre blakadoù ruz debronek dispis o bevennoù, warno c'hwezigennoù munut o fregañ buan en ur leuskel ul levruzenn voull ; ent kelligourel dre anafoù spongioz an epiderm ; ent ardarzhourel dre wikefreoù allergek dre hent an hangae kelligel a rizh daleet hag an hangae dourennel ; evit a sell an arbennelezh, ent klasel e lakaer kemm etre un hegad diabarzh (ekzema genezhel, ekzema atopek, Gl.  eczéma constitutionnel, eczéma atopique) hag un hegad diavaez (ekzema diarstok, Gl.  eczéma de contact).

Kent War-lerc'h