Anaez o tizhout an dud yaouank, naouus dre un deroù trumm, anafoù strewek glaourgennoù ar genoù (genaoufo gloevennek) hag ar gevresae dreist holl, ar glaourgennoù ganadel (kantroazhfo), anafoù kroc'hen dianatoc'h, a-wechoù eus ar rizh eritem liesstumm, erzerc'hadoù analadel ha darallad ar stad hollek ; pareañ a ra dindan un nebeut sizhunvezhioù hag adfeilhañ a-wechoù ; dianav eo arbenn an ektodermoz nemet e c'houlakaer keñverioù etrezañ, an eritem liesstumm hag an eritroderma gloevennek.