Anvad a lakaed war ar barradoù droukfell dianlen da strafuilhoù kennevid, da skouer e-kerz dedro ar skorted lounezh ; hiziv n'en arverer ken nemet evit ar c'haouadoù gliziennoù tantek ha kridek heñvel ouzh an droukfell o tedreiñ etrezek ar c'homa, stadet e-kerz tri mizvezh diwezhañ ar vrazezded, da geñver pe da heul ar gwilioud (eklampsiezh vec'hiegvezhel, eskorvezhel, Gl. éclampsie gravidique, puerpérale).