Hentenn imbourc'hiñ un organ dre studi an disvann eus un hordenn usstenioù diwar ar c'hetalioù etre ar meteier a stenluzded amgement ; bannet e vez froumadoù a 4 da 20 megakor e rezh lerc'hiadoù luskadoù berr, hag elfennet e vez an advantoù anezho ; hervez ar braster engwerc'het, e tiforc'her ar s. a vod A (heled), ar s. a vod B (sked), ar s. a vod M pe TM (amzer loc'h), hemañ arveret er Galonouriezh pergen evit studiañ loc'h an trapigoù ; hervez doare an erluniñ, e lakaer kemm etre ar s. unvent, ar s. divvent hag ar s. teirment, hemañ diwezhañ arveret en Amiegouriezh hag er Galonouriezh dreist holl.