Preder

Geriadur ar vezekniezh

eau transcellulairetranscellular fluidsdour treuzkelligel

Dour bezant e borc'hadennoù glaourgennel ha levrgennel an organoù kleuz hag ar gwagrennoù, eleze e-barzh ar ganol vezhur, ar forzhioù troazhañ, ar stirad briant-bronkez, al liñvenn benn-kein, ar forzhioù bestl, liñvennoù al lagad, o vont d'ober en holl e-tro 1,5 % eus dour ar c'horf ; d'ober mentel dour ar bevedeg e sammer an dour treuzkelligel gant an dour enkelligel, an dour ezkelligel (plasma, liñvennoù entremezel, limf) hag an dour parzhiat en amparadur an eskern hag ar gwiadoù kenglenel doues, ar stirennoù hag ar migern.

Kent War-lerc'h