Ezreolder e diorreadur ur gwiad, un organ pe ur parzh organ o tarvezout 1) pe kent ar c'hanedigezh hag o tec'han kammneuziadoù pe euzhegezhioù kempadus pe get gant ar bevañ (sl. dysembryoplasie, dysgénésie, nanisme) ; 2) pe goude ar c'hanedigezh hag oc'h ec'houleviañ azvedigezh ur gwiad primaznevezus, en arvar da zisoc'h en ur stad rakkankrel.