Preder

Geriadur ar vezekniezh

dysmorphie orodactyleorofaciodigital syndromemineuz genoù-bizied

Azoniad naouus dre un teskad kammneuziadoù o tizhout an dremm hag an daouarn : dazrannet emañ an teod etre flipezennoù dre berzh usteñv poelloù ar genoù, boulc'hek emañ ar stavn hag ar weuz krec'h hag ezreol an dentadur ; ezreolderioù diseurt a vez gant an dremm (iswe an eskern boc'h hag ar migern fri, skarlagadegezh, korravenegezh, keurvosegezh an tal) ha gant ar bizied (fle, ished, anskar, usniver) ; goulerc'h tolzel ha bredloc'hadel ; klañvadur hêrezhel oc'h angorzhañ ar rev venevel dreist holl, daou rizh dezhañ : ar rizh I gant treuzkas gonozomek trec'hek, ar rizh II gant treuzkas aotozomek enkilek.

Kent War-lerc'h