1 Strafuilh o tarvezout e-kerz al lenn reol : dic'houest da genderc'hel e chom ar gouziviad, hag adkregiñ goude paouez un nebeut eilennoù ; Dejerine, kentañ deskriver an anadenn, a rae anezhi “ur c'hlefiñ spanaus a 'n droenn gognek”. 2 Hollekoc'h, “diaester dibarek da hennadiñ, da gompren ha da zianeilañ an arouezennoù skrivet” (Roudinesco). 3 Diaester da zeskiñ lenn gant ur bugel skol salv a strafuilhoù a 'r gweled, a 'r c'hleved ha, dre vras, a 'r realezh.