Ezreolded doareadel ha kementadel eus globulinoù plasma ar gwad ; lies seurtad disglobulinemiezh a ziforc'her : an d. monoklonel naouus dre ar vezañs er gwadveiz eus un immunoglobulin (Ig G alies), erzerc'haat, etre re all, dre anaezioù grevus (kleñvedoù Kahler, Waldenström, kleñvedoù an digorvelloù ponner) ; an d. biklonel naouus dre ar vezañs er gwadveiz eus daou immunoglobulin monoklonel (Ig A hag Ig M da skouer) ; an d. poliklonel, naouus dre an usvec'h eus holl immunoglobulinoù ar gwadveiz, stadet en avufoioù lemm, er c'hirroz hag er c'hleñvedoù unanhangaeel.