Pore darreuziat ha tredizhus, naouus dre danijenn angreizhek ar c'holon, da azonoù dezhañ gwentloù kriz hag un darc'hoal paoterek gant sklerennoù silwadadek ; diforc'hiñ a reer div furm hervez gwezher ar pore : a) ar flus amoebel devoudet gant un arvevad pervezel, Entamoeba dysenteriae pe Entamoeba histolitica, stadet er broezioù tomm, oc'h adfeilhañ hag o rouestlañ dre dizhout an holl organoù, an avu alies, b) ar flus bazhellel, diwar Shigella dysenteriae, o trigañ er pervez, stadet en holl ledredennoù, na adfeilh ket (sl. amibiaz).