Anaez hêrezhel aotozomek enkilek dibaot, a stader gant ar vugale yuzev dreist holl, naouus dre erzerc'hadoù nervel : a) er reizhiad emrenek : daeranvorc'h, ec'houleviadoù gwaskel, gwrezel ha gwazhiedloc'hadel, strafuilhoù an arc'hwelioù koazhañ ; b) en arc'hwelioù kehentiñ : angost hollek, direizhoù ar gweled, ar c'hwesha, ar c'henurzhiañ, isvent savder-pouez, distabilded fromel ; dianav eo an ardarzh hag arvarek an erdebad (sl. analgésie, alacrymie).