Azoniad o tarvezout a-wechoù en deizioù pe er sizhunioù war lerc'h un angwazhiad a 'r c'haher kalon, anezhañ terzhienn, laurioù er brusk, amgalonennfo, krezennfo, gwechoù 'zo darwazh skevent, ustizh gouzediñ, elwenn gant ganulokitoz neutrofil ; goude lies adfeilh e c'hoarvez ar pare, hag eñ buanaet gant ar mezegadur enepfo ; azoniad a stader ivez da heul ur resmiad a skorted kurunerel hep mui ; kevarguziñ a reer un orin unanallergek ha roll an hangaegemplezhioù.