Diskargañ kendalc'hek hogennadoù liñvel lestek pe anlestek dre araez kalvezderioù diseurt : ebarzhiñ ur wehenell gant pe hep suc'hañ, ul lavnenn vouk, ur boulc'henn, leuñviñ, h.a. ; diouzh an dro, e reer anv eus gwehenniñ bronkezwereadel (Gl. drainage bronchoscopique, sl. broncho-aspiration) ; eus gwehenniñ a 'n avu (Gl. drainage hépatique, sl. cholédochostomie) ; eus gwehenniñ limfel dre verata (Gl. drainage lymphatique manuel), hentenn leuñviñ evit karzhañ ar gouliñvoù dre hent gwazhied al limf ; eus gwehenniñ mareadek (Sz.Gl. tidal drainage), anezhañ sifoc'hellañ ar c'hwezhigell a-daoladoù ; eus gwehenniñ loadurel (Gl. drainage de posture pe postural), ma korvoer gwered ar ponnerder dre ober d'ar c'hlañvour gourvez el lakadur araezusañ da ziverañ ar borc'hadennoù pe al linadurioù bronkez-skevent.