Preder

Geriadur ar vezekniezh

douleur physique, douleur somatiquephysical pain, somatic painpoan b. gorf, laur g. -ioù kreudel, gost b.

Merzhad lec'hiek divlizus, andespizadus, a arouezer pe dre an arbenn a ardaoler outañ, pe alies dre leterc'hañ (bloñsañ, flemmañ, troc'hañ, regiñ, gweañ, poazhañ, breviñ, h.a.) ; ent klasel, hervez doare al laurioù, e teskriver : al laur askornvac'hus (Gl.  douleur ostéocope, Sz.  osteocope pain), poan don, lemm an eskern hep azon all ; al laur berius (Gl.  douleur lancinante, Sz.  lancinatory pain), o c'hoarvezout a bistigoù grezvarrek ; al laur dardennus (Gl.  douleur tensive, Sz.  tightening pain), poan kevret gant ur santad stennded ; al laur gwanus (Gl.  douleur pongitive, Gl.  boring pain), heñvel ouzh an droug a ra ur boentenn o sankañ don er c'horf ; al laur kantreidik (Gl.  douleur erratique, Sz.  wandering pain), o kemmañ lec'h dizehan ; al laur luc'hedek (Gl.  douleur fulgurante, Sz.  fulgurant pain), kriz, trumm ha berrbad ; laur poentek (Gl.  douleur exquise, Sz.  sharp pain), lemm ha sezet en ul lec'hienn strizh ; al laur ponnerek (Gl.  douleur gravative, Sz.  heavy pain), poan kevret gant ur santad pouezañs ; al laur talarus (Gl.  douleur térébrante, Sz.  terebrant pain), poan don heñvel ouzh an hini a rafe ur gwimeled ; al laur torwaskus (Gl.  douleur tormineuse, Sz.  torminal pain), gwentl grizias o tont dre varradoù.

Kent War-lerc'h