Preder

Geriadur ar vezekniezh

Doppler : examen ∼Doppler velocimetryherrventerezh  g. Doppler

Studi amred ar gwad dre araez ur sont ec'hoder usstenioù ; hervez ar gwered Doppler, dre berzh disvannadur an usstenioù ouzh an hemati war loc'h ez anavezer roud, herr ha hanren an amred gwad ; arveret e vez kalvezderioù diseurt : an dopler a-gendalc'h (Gl.  doppler en continu) evit erc'hwiliañ ar gwazhied bas, an dopler poulzata (Gl.  doppler pulsé) evit diraez al luniadoù don evel gwazhied ha gwaskoù ar galon, an dopler stenwereer (Gl.  échographie-doppler) o koublañ an daou vod imbourc'h, an dopler livioù (Gl.  doppler couleur) o tiskouez e ruz al lanvadoù o nesaat d'ar paker, e glas al lanvadoù o pellaat, an dopler enkurunerel, treuzklopennel, h.a.

Kent War-lerc'h