Preder

Geriadur ar vezekniezh

dopaminedopaminedopamin g.

Amindrenkenn deveret eus an dopa, mell diwezhañ eus ristenn enaozañ ar c'hatekolamineier, hanterad kimiek danzeet e-barzh neuron 'zo, bezant e rannbarzhioù diseurt eus an nerveg kreiz ha trobarzh ; gwazhiedfrankaus eo el lounezh, er pervez hag er c'hurunerennoù ; ereet eo kleñved Parkinson ouzh an isvec'h anezhañ e lec'hioù eus an empenn (rizennegoù, steuñvenn du), alese an arver a reer eus e ziaraoger, an L-dopa, da brederiañ an anaezse ; a-geñver gant psikozioù 'zo e ve un dizurzh e kennevid an dopamin ; diounezet e vez ouzh ar bleuz dre ma vuia kas an troazh ha nerzh an argrezadoù kalon.

Kent War-lerc'h