1 O vuiaat degorzh an troazh. 2 Lia amkanet da vuiaat ar borc'hañ dour ha kevionennoù gant al lounezh, a ziounezer dreist holl evit isvec'hiañ natriom ar plasma (holenusvorc'herioù) ; hervez al load gwerediñ e tiforc'her : a) an troazhusvorc'herioù grennel o tec'han un troazhusvorc'h dourek, arveret dreist holl da ziren gouliñv an empenn ; b) troazhusvorc'herioù kizenn Henle, holenusvorc'hus, kreñv ha berrbad o gwered ; c) an troazhusvorc'herioù tiazidek, holenusvorc'hus, skañvoc'h, o werediñ e par ar bibell bellek, o vuiaat degorzh ar c'haliom — an daou rumm-mañ diwezhañ diounezet ouzh an uswask talmerel, ar skorted kalon hag ar gouliñvoù.