Stad vred deskrivet gant Chaslin e 1912 : “ambren yen dislenadek, aneroug, realoù iskis, peurangwerc'h ar meiz, malouen, hep disleberadur kefredel” ; e 1911 e oa bet deskrivet an un azoniad gant Bleuler dindan an anvadoù Spaltung (disfaout) ha Schizophrenie, an termen-mañ o kemer lec'h dementia praecox (envedi gentrat) kentradet gant Kraepelin er bloavezhioù 1890 ; hiziv e vez arveret da heñvelster an termenoù disklot, distroll ar me (Dissoziation, splitting of the Ego, dissociation du moi), disfaout (Spaltung, Ichspaltung, clivage, désagrégation) ha skizofreniezh.