Balir an disk etre-melloù e-barzh kanol ar mellkein diwar gilezvountad ar gronn bouedennek da heul un daraez ; sezañ a ra an ogad war an disk L4L5 peurliesañ, war an disk L5-S1 a-wechoù, oc'h amwaskañ gwriziennoù an nervenn a-goazez hag o tevoudañ un nervost kriz ha dalc'hus ; pa na giz ket an amwask ha pa zarvez ar seizi e ranker oberata ha lemel ar gronn ogat.