Tremen an aezhennoù enanalet eus al logigoù skevent d'ar c'horrwazhied ; ar barr fuiñ skeventel, DL (Gl. capacité de diffusion pulmonaire) eo an ec'honad eus un aezhenn lavaret o treuziñ ar gennenn logigoù-korrwazhied e-doug ur munud evit un diri gwask darnel 1 torr ; evit an oksigen emañ ar barr fuiñ skeventel (DLO₂) etre 25 da 35 mL/min/torr, hag evit an dioksidenn garbon (DLCO₂) ugent gwech brasoc'h (sl. bloc alvéolo-capillaire).