1 Doare emvagañ reizh diouzh ezhommoù ar bevedeg yac'h pe diouzh amplegadoù ar yac'haat anezhañ pa vez klañv. 2 Doare emvagañ desavelet en un amboaz lavaret : hanren dourel (Gl. diète hydrique), reol voued direet d'an euvriñ dour hepken ; hanren laezhel (Gl. diète lactée), reol voued ma teveter al laezhadoù ; hanren druz (Gl. diète cétogène), reol voued ma fonner an druzennoù ; hanren iskaloriel (Gl. régime à basses calories), h.a. 3 (Kemeradur deuet dre rikladur ster) tremen hep boued, hanren dourel.