Preder

Geriadur ar vezekniezh

diabète sucrédiabetes mellitusdiabet c'hwek

Strafuilh e kennevid ar glukid a-geñver gant un divig insulin pe gant un harzusted ouzh an insulin, o tevoudañ yoc'hadur ar glukoz er gwiadoù ; alies e vez kevredet direizhoù eus kennevid ar protid hag al lipid ; ent klinikel, eo pennañ azon an diabet c'hwek ar gwadusvec'h glukoz war yun ha/pe goude pred (a-getep, dreist 7 hag 11,1 mmol/l pe 1,26 ha 2 g/l hervez Aozadur Bed ar Yec'hed) ; hiziv e tiforc'h an destladur etrevroadel tri rizh diabet c'hwek : 1) an diabet a rizh 1, olinsulinel hag insulinrankus (DIR), a stader peurliesañ gant ar re yaouank (diabet yaouerel, treut, krinus) ; an arbenn anezhañ eo an anvorc'h insulin e dianlen an distruj gant unanantikorfoù eus kelligoù β enezigoù Langerhans en ilgreiz, eleze dre berzh ur c'hleñved unanhangaeel darvezet da heul ur poread viruzel ; 2) an diabet a rizh 2, ar paotañ, o tizhout an oadourion (diabet oadourel, lart), nad eo nag olinsulinel nag insulinrankus (DIAR) ; hag eñ borc'het reol, e vez an insulin kendouezet fall gant ar c'helligoù buzer ; 3) aozerion 'zo a renk en ur rizh 3 an diabetoù eilvedel (d'un ilgreizfo, da gleñved Cushing, d'an hemokromatoz, d'un diounit kortikoidoù, h.a.) hag azoniadoù hilel (sl.  antidiabétique, biguanide, coma diabétique, Cushing : maladie de , glycémie, glycosurie, hémochromatose, insuline, néphropathie diabétique, neuropathie diabétique, glycémie, glycosurie, hémochromatose, insuline, néphropathie diabétique, neuropathie diabétique).

Kent War-lerc'h