Klañvadur naouus dre ur melanoderma hollek, ur c'hirroz usteñvus gant sideroz hag un diabet c'hwek grevus gant akidoz ; alies e stader ivez ur skorted enborc'hadel, bugelvanegezh eiltroüs, direizhoù ar c'henvelloù, an eskern, ar galon ; riskl un dedro yud gant ar c'hirroz a laka war ar c'hleñved un erdebad tonkadel ; furm glok an hemokromatoz kentael eo an diabet staenek (sl. cirrhose bronzée, hémochromatose, sidérose hépatique).