Anvad genadel evit dilec'hiadurioù ar galon d'an hantervrusk dehou ; kemm a lakaer etre 1) an dehouwariadurioù arzeuat, pa vez disvountet ar galon gant ur yoc'henn enbruskel, ur fennadur krezoù a-gleiz, pe pa vez desachet war zehou gant glenelloù krezoù, skleroz ar skevent pe al logigisvent ; komz a reer eus dehouloadur pa vez eeun an dilec'hiadur, eus dehouc'hweladur pa vez, ouzhpenn dilec'hiet ar galon, kemmet durc'hadur ar gern anezhi ; 2) an dehouwariadurioù ganedigel m'emañ ar gern troet a-zehou, tri seurtad anezho : 2a) an dehouwariadurioù digevret hep tuginadur kavennoù ar galon (dehoudroadur), ar c'havennoù dehou (gwazhiennel) o chom a-zehou, loet a-dreñv ar c'havennoù kleiz (talmerel), 2b) an dehouwariadurioù digevret gant tuginadur ar c'havennoù (situs inversus digevret), ar c'havennoù gwazhiennel o vezañ a-gleiz ha dirak ar c'havennoù talmerel, 2c) an dehouwariadurioù gant tuginadur ar c'havennoù kalon hag an holl flugez (situs inversus hollel) ; peurliesañ e vez kevredet an dehouwariadurioù ganedigel gant kammneuziadoù ar galon, an eskern, h.a.