Preder

Geriadur ar vezekniezh

déviation angulaire : épreuve de la ∼, épreuve de la marche en étoileBabinski-Weil testprouad g. ar monedone, prouad Babinski-Weil

Arnod evit lakaat war wel un direizh a 'n emgempouezañ (diwar un anaf en ilpenn pe er benvegad rakkambrel), anezhañ pediñ ar gouziviad, serret e zaoulagad, da vale dek kammed war raok, dek kammed war gil lies gwech diouzh renk ; yaek eo ar prouad pa c'hoarvez da roud e gammedoù gwariañ ingal eus ur monedone d'egile.

Kent War-lerc'h