Preder

Geriadur ar vezekniezh

détroitstrait1 digor g. -où 2 kulva g. -où

1 Er Gorfadurezh, teir strizhenn a 'l lestr bihan : an digor krec'h, kenvevenn al lestr bihan hag al lestr bras, etre ribl krec'h juntad ar c'haezour ha ribl araok ar c'henvell dargreiz-kroazell ; an digor traoñ, etre ribl traoñ juntad ar c'haezour hag an askorn belost ; an digor krenn, enkadur bihan o rannañ al lestr bihan etre daou hoskad, etre soutadur pezhioù 4–5 ar groazell ha trederenn draoñ ar c'haezour. 2 En Amiegouriezh, anvad a roer da zigoroù al lestr bihan, peurgetket d'an digor krec'h, lec'h enankañ an erload.

Kent War-lerc'h