Preder

Geriadur ar vezekniezh

détresse respiratoire du nouveau-néneonatal respiratory distress syndromeazoniad ankalez analadel an nevezc'hanidi

Azoniad stadet war an nevezc'hanidi, anezhañ trec'hwezh war gresk, elanal ha dulaz ; en tu all d'an arbennoù kalonel, nervel ha kammneuziadel ez eus tri orin : un dewentad liñvenn amnionel, kleñved al lienennoù gwervanek, ur poread bronkezskevent ; e-tal ar furmoù grevus-se e teskriver un ankalez analadel dibad, anvet c'hoazh analustead dibad an nevezc'hanidi, o c'hoarvezout goude ar ganedigezhioù dre gezarian diwar an dale assugañ al liñvenn enskevent krouellel hag o pareañ dindan un nebeut eurvezioù pe devezhioù.

Kent War-lerc'h