Poan en ul lec'h resis eus ar c'horf ; e degouezhioù 'zo a boanioù bredel ken grizias ma vezont gouzañvet evel poanioù kreudel, e reer gant laur, sk. : laur askre ar melankoleg ; evit gost a vez arveret e rezh al lostger -ost b. ouzh ar pennanv oc'h aroueziñ ur parzh korf : dentost, keinost, kaherost, nervost, h.a. (sl. douleur, souffrance).