Anaez dianav e arbenn, naouus dre un eritem hag ur gouliñv o teraouiñ en dremm hag oc'h emastenn d'ar gouzoug ha d'an daouarn, un tizhadur kemparzhek eus kigennoù ar c'hef hag an izili (isnerzh, isteñv, laurioù strewek), un derzhienn hag un distresadur a 'r stad hollek ; dedreiñ a ra afrapadoù, trema ar marv en hanter eus an degouezhioù, trema arlenadoù grevus (isteñv kroc'hen, isteñv ha dargrezañ kigennoù) en hanter all ; tennañ a reer hiziv da renkañ an dermatomiozit e-touez kleñvedoù ar c'hollagen ekichen ar skleroderma hag al lupuz eritematus strewek (sl. polymyosite).