Preder

Geriadur ar vezekniezh

1 2 3 dérivation1 derivation 2 lead 3 derivation1 amdreugañ, amdreug g. 2 3 amdreugad g.

1 Adsavelañ ar red en ur ganol aet anforzhek, dre skarvañ ent surjianel al lodenn anezhi loet en argrec'h d'ar stankadur ouzh al lodenn loet en ardraoñ ; da skouer er surjianerezh koazhadel, ez amparer un amdreugad etre ar sac'henn hag ar c'holon a-ziskenn evit ober d'an trehent skoeviñ ar c'holon treuz stanket gant ur yoc'henn (sl.  cæcocolostomie) ; e surjianerezh ar galon, ez imbouder un tamm gwazhiedenn unanien pe gevanaoz war dreug un dalmerenn evit amsaviñ ur parzh stanket anezhi hag adsavelañ lanv ar gwad (sl.  pontage, shunt). 2 Er Galonouriezh, mod kennaskañ daou elektrod ar c'halonvarrwezer ouzh ar gouziviad ; hervez ar poentoù ma lec'hier an elektrodoù, e tiforc'her : 1) an amdreugadoù trobarzhel (Gl.  dérivations périphériques) kennasket ouzh an izili, 2) an amdreugadoù argalonel pe vruskel (Gl.  dérivations précordiales ou thoraciques) ; hervez an arc'hwel debarzhet da bep elektrod e tiforc'her : a) an amdreugadoù reolat (Gl.  dérivations standard ) ma talvez an daou elektrod d'an erc'hwiliañ, b) an amdreugadoù unvlein (Gl.  dérivations unipolaires) arveret en erc'hwiliañ argalonel hepken, renet dre un elektrod nebek (Gl.  électrode indifférente) ereet ouzh ar bonn kreiz hag un elektrod erc'hwilier (Gl.  électrode exploratrice) a arloer ouzh poentoù savelet eus ar rannbarzh argalonel (sl.  borne centrale). 3 En empennvarrwezañ, mod kennaskañ an elektrodoù erc'hwilier ouzh poentoù dibarek eus ar brigenn (sl.  électroencéphalographie).

Kent War-lerc'h