Azoniad bredel bezant en un niver bras a gleñvedoù, naouus dre izeladur an noa (tristez, enkrez, gwashaouriezh) hag an eniñv (asikted, fillidigezh), anyoul, heudadur bredel, gorregezh al loc'hañ hag an dezevout, prinded an hambout ; hervez lies diarsell e rummer ar gouvidoù : hervez o arbennelezh, e tiforc'her ar gouvidoù endeuat (Gl. dépressions endogènes), hêrezhel peurliesañ, hag ar gouvidoù erwezhiat (Gl. dépressions réactionnelles), da heul un daraez buhezel, ar gouvidoù dianargrad (Gl. états dépressifs postcommotionnels) goude un daraez klopenn, ar gouvidoù lodek en azonoù un naoued nervel (kleñved Parkinson, ateroskleroz an empenn) ; hervez an oad ma c'hoarvezont, e teskriver ar gouvidoù eizikvanel (Gl. dépressions climatériques) gant ar merc'hed hag ar baotred, ar gouvidoù rakkozhiadel ha kozhiadel (Gl. dépressions préséniles et séniles) ; hervez ar bredanaezioù ez int un arvez anezho, ar gouvidoù anrizhek (Gl. dépressions atypiques), sellet evel skizofrenek, ar gouvidoù neurozel (Gl. dépressions névrotiques), h.a. (sl. abattement, aboulie, anaclitique : dépression —, anxiété, contact, cyclothymie, inhibition, humeur, mélancolie, névrose, sthénie).