Kouezh ar blev, ha pa ve naturel (moalded), kleñvedel (er c'hirroz, da skouer), darvoudel (da heul ar skingurañ) pe gwezeladel (dre wered un divlevuzenn (Gl. dépilatoire) pe ur c'hoavon divleviñ (Gl. crème dépilatoire)) ; arveret e vez a-wechoù Gl. dépilation evel kenster da Gl. épilation, Br. disvleviñ, araezad gwelezadel all, anezhañ lemel ar blev dre o difrapañ diwar-bouez ur c'hoar disvleviñ (Gl. cire épilatoire) pe un disvlever (Gl. épilateur) tredanel.