Organoù bihan kalet arwenn amkanet da vreviñ ar boued, ensteudet e logigoù ar garvan hag ar c'haved, pep hini o c'hoarvezout eus ur wrizienn sanket en askorn, ur gurunenn dizolo e kavenn ar genoù hag, etre an div, ur gouzoug goloet gant ar vunsun ; kemm a lakaer etre an dent hegouezh (Gl. dents de lait, dents déciduales), 20 anezho, hag an dent padus (Gl. dents permanentes) a stago da sevel en o lec'h adalek an oad a 7 vloaz, 32 anezho (8 rakdant, 4 ankdant, 8 rakvaler, 12 maler) ; dent diwezhat, dent korn (Gl. dents de sagesse) a reer eus an trede malerioù o sevel pell pe pelloc'h amzer war-lerc'h ar re all.