Arboviroz, pore darreuziat ha broreuziat e Gevredazia hag en inizi an Habask, naouus dre a) ur gounervezh etre 3 hag 8 devezh, b) un deroù trumm gant poan en arzoù hag er c'higennoù, c'hwarrennoù hollek, terzhienn o luskellañ en dro da 38°, c) un didorr d'ar pevare deiz ha, goude 48 h, d) ur remortad a 'r gwrester gant un dispuilhad ruzellvanek pe skarlegvanek o paouez trumm dindan etre 2 ha 4 devezh ; trebadout a ra an asikted hag an arzostoù e-doug hir amzer goude ar pare ; devoudet e vez an deng gant lies seurtad arboviruzoù trezouget gant moustiked (a 'r genad ædes peurliesañ) ; arboviruzoù 'zo eus ar genad Alphavirus (chikungunya, onyongnyong) a zec'han terzhiennoù gwadliñvus (deng gwadliñvus), grevus, marvus evit ar vugale (sl. chikungunya) ; e 2006 eo bet enskrivet an deng war roll ar c'hleñvedoù endalc'hek o diskleriañ.