Preder

Geriadur ar vezekniezh

déliredelirium, delusionambren pao. (bn. : ambre-), ambren b. -où

Direizh vred naouus dre goll ar galloud da gendoniañ gant an traoù ha da gehentiñ gant an dud (dezeverezh antraek, Gl.  pensée déréistique) ; ar gouzrec'h ambreer ned eo ket, ac'hoel war ar poent ma ambre, evit ren kevazas un dezvarn war an traoù, war realezh an dud na war e realezh e unan ; faos e vez e haeradennoù hag andireadus ar gredenn a laka enno ; da heul, dre benn an distroc'h m'emañ diouzh ar gedvuhez e vez distaolet gant ar gevredigezh, rak ar skiant voutin ne c'houzañv ket na ober meiz war e lavar na war e realezh ; stadet e vez an ambren e lies bredanaez ; hervez luniad an ambrenoù e tiforc'her ar mennozioù ambreek liesneuz (Gl.  idées délirantes polymorphes), dezho meur a zodenn kenvellet mui pe vui, hag an ambrenoù reizhiadek (délires sytématisés), anezho trevnadoù frammet en dro d'un dodenn unel ; hervez an dodenn, e teskriver an ambrenoù heskinadur (Gl.  délires de persécution), an ambrenoù a veurded pe meurvreadezh (Gl.  délires de grandeur, mégalomanie), an ambrenoù melankolek (Gl.  délires mélancoliques), h.a. ; kemm a lakaer ivez, hervez o fadelezh, etre an ambrenoù lemm, pe psikozioù ambreel lemm (Gl.  psychoses délirantes aiguës) hag an ambrenoù henek (Gl.  délires chroniques) (sl.  bouffée délirante, hallucination, psychose).

Kent War-lerc'h